Tektonik ar plakoù

 

War-dro 100 kilometr eo tewded ur plak tektonik. Pa fich ar plakoù e vez gwelet daou dra : plakoù zo a stok unan douzh egile, plakoù arall a bella unan diouzh egile. son63.wav

 

 

 Neuse pa vez ar plakoù tektonik é fichal e tegouezh bepred un darvoud war an douar : menezioù a sav, krenoù-douar a zegouezh, menezioù-tan a darzh, skaroù a zigor en douar ha barr-reverzhi a aloub an aotoù. son64.wav

Ema ar c'hevandiroù hag ar morioù-bras war blakoù divent : ar plakoù tektonik. Peb ple e fich ar plakoù war-dro 2,5 sañtimetr, da lâred eo un tammig evel hanter ur bis-meud. son59.wav

 

 

 

Perag e fich ar plakoù tektonik ? Rag n'int ket war un dra stabil. E gwirionez eh eus magma edan ar plakoù. son60.wav

Un dra vlod eo ar magma, gwraet ged maen-teuzet. Fichal a ra ar plakoù tektonik ged tommder ar magma. son61.wav

Pa vez dislonket ar magma war c'horre an douar dre veg ur menez-tan e vez gwraet ar lava anezhoñ. son62.wav

 

 

An Ao. Wegener eo an heni en doa disoloet ar plakoù tektonik e penn-kentañ ar c'hantvlead-mañ. son66.wav

WEGENER

(1880-1930) son67.wav

Wegener en doa ijinet ar bed vel ur mil-tamm. Sellit penaos e oa ar bed 200 milion a vleioù zo. son65.wav

 

 

Driv ar c'hevandiroù son68.wav

 

 

Levraoueg

"Anka mab an tan" - an teir askolenn

geriaoueg enlinenn ar bedagogiezh / dictionnaire breton

Degemer

Taolenn