Bec'hiin barildaan

Ar gouren e Mongolia

Ar Mongoli

Ur vro dispar eo ar Mongoli. Er vro-se e vew ur bobl marc'hegerion ha gwaregerion kabidan, hag ive ur bobl a blij kalz dehi ar gouren. Zokén edan ar yourtoù e vez gwelet skritelloù é tiskoueziñ brudetañ gourenerion Mongolia. Beb ple e Oulaan Bator e vez lidet an Naadam etre an 11 hag an 13 a vis Gourhelen. Un emvod eo ewid deiz-ha-ble an dispac'h e Mongolia (1921). Du-se e stourm ar gwellañ gourenerion.

 

 

Ar skeudenn-mañ zo bet tennet ba Tsetserleg, kêr-benn an Arkhangai. E fin ur stourm e koroll vel ur erer an heni ema daet ar maout getoñ : an "devekh" a vez gwraet ag ar gouron-se.

Ne vez ket dispartiet gourenerion Mongolia herwez o foues. Ne vez ket harzet naket douzh ar gouren ged ur badelezh bennag. Padoud a ra ar stourm beteg ma stok ur lodenn bennag a gorf ur gourenour douzh al leur. Tu zo da lâred ema ar gouren-se ur arz bresel kentoc'h eged ur sport stourm. Aes eo kompren e vez ar gwellañ gourenerion ar re bonnerañ ive.

Titloù enorus a vez roaet d'ar re a c'hounez : "ar falc'hun" a vez gwraet ag an heni en deus gwraet teir zro, "an olifant" hag an heni en deus gwraet seizh tro, hag "al leon" ag an heni ema daet ar maout getoñ.

"Gutuls" eo hanw ar botoù. Hañval int douzh botoù hengounel ar Vongolis. "Shuudag" a vez gwraet ag ar slip. Bihan eo ar chupenn war an diwskoaz. "Zodog" eo he hanw.

En-dro