Skol Gouren Pondivi

Touiñ a ran gouren gant lealded, heb trubarderezh na taol fall ebed ewid ma enor ha heni ma bro. En testeni a ma lealded hag ewid heuliañ kustum ma hendadoù, ma dorn ha ma jod a gennigan da ma c'henvreur.

Ur pegsun

 

Korn Gouren en ur c'hlass diwyezheg

(Sant-Gwigner ba Pleuwigner)

Orin ar gevredigezh 

Skol Gouren Pondivi zo bet savet war-dro mis Genveur e 1998. Klassoù diwyezheg zo e Pondivi er skolioù publik Kinivet ha Jul Ferry (Diw Yezh) hag er skol brevez Sant-Joseb (Dihun). Kerent zo o doa soñjet neuse sevel ur gevredigezh ewid lakaad ar vugale-se da c'houren war ar pallenn.

 

PONDI 2000

Sevenadur ar Gouren

 Touadell ar gourenour

Touiñ a ran gouren gant lealded, heb trubarderezh na taol fall ebed ewid ma enor ha heni ma bro. En testeni a ma lealded hag ewid heuliañ kustum ma hendadoù, ma dorn ha ma jod a gennigan da ma c'henvreur.

An dilhad:

Ur roched wenn hag ur bragoù du. War ar roched e vez kavet skouedig gourenerion Breizh. Alies e vez gwelet ar skouedig-se war ar c'hirri-tan. Divot e stourm ar c'hourenerion. N'eus merk-live ebed gete.

An skeuliad tegnikel :

Eizh rannig zo en oll. Ged ur niverenn hebkén e vez merket peb rannig, da skwer : an eizhvet rannig. Ur skritell vraw a ziskouez an oll rannigoù ged tressadennoù (50 L) .

PONDI 2000

 

Titouroù ewid gouren (2000 - 2001)

Ewid an oad-gour : digor e vez ar pallenn beb merc'her etre 19 e ha 20 e 30 e sal Kerjalod ba Pondivi. Pris ar skodenn : 500 L ewid ar blead. Tanguy eo ar gourdonour.

Titouroù ewid gouren (1999 - 2000)

Ewid an oad-gour : digor e vez ar pallenn beb sadorn etre 14 e 30 ha 16 e 30 e sal Kerjalod ba Pondivi. Pris ar skodenn : 500 L ewid ar blead. Kevin eo ar gourdonour.

 

Live ar pallenn

Bremañ e ver é teskiñ ar rannigoù 1, 2, 3,4 da lâred eo an taol korn revr, ar vriad a-raog, ar vriad kostez hag an taol dreist unan a-dreñv, taol peron dre zindan, taol samm meliner, taol dreist a-raog, kliked a-raog. Chom a ray da zeskiñ : an taol peg sav, ar vriad a-dreñv, ar c'hliked a-dreñv, an toal bis troad kostez, an taol bis troad, ar wintadenn a-dreñv, ar c'hrog da zont, an heol vras.

 

 En-dro

Degemer