An urzhiataerezh war dachenn an diwyezhegezh.

Pleustradurioù pedagogel troet trema ar c'hehentiñ.

 

WAR AR STERN...

GERIAOUEG

 

Anavoudel : cognitif (capable de connaître) ; diwar an anavoud, da lâred eo un dra a

denn d'an anavoud - ce qui est relatif au processus de connaître ; ar vredoniezh

anavoudel, ar barregezhoù anavoudel.

Aparchantusted b. : pertinence

Chemed g. -où : savoir-faire

Daveel : référenciel, référencielle

Diglossiyezh : diglossie (di-, tri-, tetra-, diwar ar gressianeg)

Dilamus : soustractif

Disingalderel : inégalitaire

Diwyezhekted : bilingualité

Drougzivigerezh : gaspillage

Dus = Eus ; employé dans la région de Lorient.

Etrewered : interaction

Etreweredouriezh : l'interactionisme (en tant que champ d'étude)

Fateg : phatique

Gouioud boud (ar) : (le) savoir être

Gouioud dont da voud (ar) : (le) savoir devenir

Gouioud ober (ar) : (le) savoir faire (liester cf. chemed)

Hondlavarel : métalangage ; diwar hont lavarel

Hondyezhel : métalinguistique ; diwar hont yezhel

Kasser : destinateur

Kempegañs b. : cohésion

Kemmer g. -ioù : embrayeur (de conversation) ; diwar “shifter”

Kontakt g. -où : contact au sens abstrait

Komprenedigezh : compréhension (digomprenedigezh : incompréhension ;

etrekomprenedigezh : intercompréhension)

Klokausted : complémentarité

Lojikiell : logiciel (ul lojikiell deskiñ : didactitiel ; ul lojikiell talvoudustedel : un

utilitaire)

Prezegennel, prezegel : oratoire, relatif au discours

Skiantaouel = sensoriel, relatif aux sens

Skiantaouel-lusker : sensori-moteur

Simetrikel : simétrique

Sokialekaad : socialiser, socialisation

Sommus : additif

Stadiad : situation

Stavell : pièce

Strivel : conatif, conative

Sturierezh : guidage

 

DIGORADUR

 

1 - Termenadur an diwyezhegezh abred

 

Pegoulz e vez diwyezheg ur bugel ? Setu penaos ema bet lakaaet an aters ged

bodad labour c'hwec'h ar c'hendivis aoset ged Diwan e 1985 war an diwyezhegezh en

Europa. Diouzhtu-kàer ez eo bet remerket ged ar strollad-se - renet ged Robert Powell

a skol-veur Abertawe (Swansea) e Bro-Gembre hag ar sekretour Yann-Ber Kemener (Ar

Falz) - ar fed ma 'zh eus meur a sort diwyezhegezh.

Termenadur simplañ an diwyezhegezh e vez lâroud e vez diwyezhegezh pa vez

implijet diw yezh. E Breizh e vez diorroet ur sistem deskiñ diasezet war an

diwyezhegezh abred. Herwez Gilbert DALGALIAN (2000), e komzer a ziwyezhegezh

abred ewid ur bugel beteg an oad a bemp ble. Adaleg an oad a zeg vle e vez komzet a

ziwyezhegezh diwezad. Etre an diwyezhegezh abred hag an diwyezhegezh diwezad e

kaver an diwyezhegezh abred kadarnaet (a bemp da seizh vle) hag an diwyezhegezh

hanter abred (a seizh da zeg vle).

Implijet e vez iwe ar ger diglossiyezh ewid geriañ daou stumm ur yezh implijet ged

ur memes poblañs en ur memes tiriegezh. Da lâred eo ur stumm lennegel ha skrivet

diouzh un tu hag ur stumm poblel komzet diouzh an tu arall. Herwez an niver a yezhoù

e c'heller komz a driglossiyezh hag a detraglossiyezh. Krouet eo bet ar ger diglossiyezh

ged ar skrivagner J. Psichari e 1928. Ar ger-se a oa bet savet getoñ ewid diskrivañ e

Gress ar stadiad yezhel. Remerket en doa un diforc'h a arc'hwelioù sokial etre ar yezh

skrivet hag ar yezh komzet. Gelloud a ra iwe ar ger diglossiyezh geriañ un diforc'h a

arc'hwelioù sokial hag ensavadurel etre diw yezh. Neuse eh eus ur sort "klokausted"

(complémentarité) etre ar yezhoù.

Ase e ta ar ger diglossiyezh da voud ledannoc'h eged ar ster a orin. Gelloud a

rahed komz a ziwyezhegezh ha zokén a ziwyezhegezh "disingalderel" herwez troienn-

gomz Claude HAGEGE (1996, p. 257). Evel-se e c'heller kenstadiñ e vez roet muioc'h a

dalvoudegezh d'ur yezh e-keñver an all pe ar re all. E gerioù all, pa vez roet d'ur yezh ur

statud dreist-wiriet. Dre-se e ta ar yezhoù da voud dalc'hoù politikel ha sevenadurel.

Neuse e c'hell an diglossiyezh boud un tennad-hent ewid moned ag ur stadiad a

ziwyezhegezh d'ur stadiad a unyezhegezh. Adkavoud a raer ar stadiad diglossiyezh-se

pa lenner studiadennoù Fañch BROUDIC (1999). Da skwer , dielfennet en deus en ur

framm sokioyezhel hag istorel stadiad ar brezhoneg e Breizh-Isel e deroù an ugentved

kantvlead. Ewid-se e kemer harp war enklaskoù gwraet etre 1902 ha 1905 a-zivoud

kelennerezh ar c'hatekis.

Kavoud a raer, e-mesk ar familhoù divroet, stadiadoù a ziwyezhegezh

disingalderel ha moned a ra Anna LIETTI (1994, p. 76) beteg komz ag un diwyezhegezh

ewid ar re binvidig hag unan all ewid ar re baour. Kemeromp ar skwer diged Gilbert

DALGALIAN (2000, p. 1000) en e rannbennad "école, statut des langues et

apprentissage" ewid skeudennaouiñ ar perzh a lavar Anna LIETTI. Neuse,

diwyezhegezh ur bugel eus ar Portugal a rae diw euriad portugaleg er skol kentañ derez

er bleoù pewar-ugent e Bro-Frañs, a oa un diwyezhegezh paour. Gwelet e vese

kement-se dre an diouver a interest ha disoc'hoù fall er skol. Ouzhpenn-se, ne vese ket

gouest ar vugale a-sort ged hennezh da gendelc'her da studial ar portugaleg er c'hlass

a c'hwec'hved. Red e oa dezhe dilaoskel ar yezh-se. Ase e komz Louis PORCHER

(1998, p.116) ag un drougzivigerezh etresevenadurel. Er c'hontrel, diwyezhegezh ur

bugel a resseve ur c'helennadur diwyezheg en un endro a lorc'hañs vel heni lisse

etrevroadel Saint-Germain-en-Laye, a oa pinvidig na boud e oa er gvrenn a gelenne e

portugaleg.

E-tal diwyezhegezh ar re binvidig ha diwyezhegezh ar re baour, e kaver e gerioù

akademikelloc'h an diwyezhegezh sommus hag an diwyezhegezh dilamus. An daou

c'her-se a zo bet krouet ged ar c'hanadian LAMBERT. Diwyezhegezh sommus zo pa

vez desket un eil yezh hep gwall ewid ar yezh kentañ. Er c'hontrel, pa ne chom ket stabil

ar yezh kentañ e komzer a ziwyezhegezh dilamus. Ged-se, pa vez liammet an

diwyezhegezh dilamus ged ur c'henarroud kantaesel, familhel ha sokial, e vez ur risk da

lakaad ar bugel en ur stadiad da c'hwitañ ar skol.

Neuse e poues Gilbert DALGALIAN (2000) war an amplegadoù ewid akuisitiñ ar

yezhoù, hag àr an endro yezhel. Ase eh eus un dañjer a zale yezhel ewid lod ag al

liveoù barregezh ; mar degouez an dale-se e komzer neuse ag ur stumm a hanter-

yezhegezh. Krouet eo bet ar ger-se ged ur yezhour HANSEGARD e 1968. Remerket en

doa, ewid bugale a Finland a oa aet da chom da Svedia hag iwe ewid bugale eus Bro

Laponi, un dale yezhel kenkoulz e svedeg vel e yezh o bro orin.

 

2 - An dalc’hoù yezhel

 

Perag e vehe ken pouesus lakaad ar vugale da zeskiñ meur a yezh a-vihanig ?

Setu penaos e oa bet lakaaet an aters ged Louis PORCHER ha Dominique GROUX

(1998). O fal a oa lakaad gwelloc'h war-wel an dober a zeskiñ yezhoù liessort en ur bed

e-lec'h m'ema é kreskaad an eskemmoù hag an darempredoù etre an dud, war dachenn

an oberiantisoù kement hag àr heni ar gouiziegezhioù. Abalamour d'ar lusk-dilusk

geografik ha da boues ar mediaoù (Internet da skwer) e sant muioc'h-mui ar

gevredigezh an dober a zeskiñ ouzhpenn ur yezh. Herwez an daou zen-se, ar

c'henarroud a zo rekis ewid lakaad ar vugale da voud barreg war an deskiñ yezhoù,

a-benn ma vint gouest diwezatoc'h da respont douzh doberioù ar bed.

Implijet e vez an dro-lavar "dalc'hoù yezhel" (enjeux linguistiques) ged Louis

PORCHER ha Dominique GROUX (1998, p. 85-88). Menegomp an tri anehe amañ. -a-

Liammet e vez an dalc'h kentañ ged kompren ur gannadiezh dre gomz. Da skwer, e wel

ar mestr ha gouest eo ur bugel pe get da voned da serriñ an nor da heul e c'houlenn, pe

da voned da roiñ un dra ressis d'ur c'hamarad bennag, herwez damurzh ar mestr. Evel

just, kompren ar perzh a vez lâret ged ar mestr-skol eo ar varregezh gentañ da dapoud

ewid ur bugel a zesk un eil yezh. -b- Notet o deus iwe Louis PORCHER ha Dominique

GROUX poues "ar produiñ komzoù". Er skol e vez skeudennaouet an tennad-hent-se

ged oberiantisoù vel ijinañ ha kontañ un istoer, diskrivañ ur skeudenn, esplegañ ur jest

pe c'hoazh, lâred ur rimadell desket. -c- Ouzhpenn an diw varregezh veneget a-us, e

vez kenniget un neuz c'hoarius en argerzh an deskiñ hag a-du e vez rac'h ar bedagoged

ewid gweled er c'hoari unan eus doberioù ar vugale.

Kavoud a ra Gilbert DALGALIAN (2000, p. 46) teir barregezh ewid deskiñ ur yezh:

ar varregezh kehentiñ, ar varregezh testennel hag ar varregezh anavoudel. Urzhiet e

vez an teir barregezh-se en un urzh a ya war greskiñ. Neuse, ne c'heller ket tizhoud ar

varregezh testennel heb diorren ar varregezh kehentiñ, ha ne c'heller ket doned d'ar

varregezh anavoudel heb tremen dre ar varregezh testennel. Linenneg e vez ar

progressadur bet lakaet war-wel diged Gilbert DALGALIAN. Neuse, penaos e vez ar

progressadur-se pa n'en deus ket ur bugel diwyezheg perc'hennet an diw yezh er

memes doare ? Boutin e vez ar fed-se er skolioù diwyezheg. Notañ a raer n'eus limit

oad ebed ewid krogiñ ged ar brezhoneg er skolioù diwyezheg. Dre vras e vez deraouet

ar brezhoneg diwezatoc'h eged ar galleg. Mes, na boud e vehe kenstadet un dilec'h e

diorroadur an diw yezh, e vez possubl treuslatiñ an teir barregezh-se ag ur yezh d'un

arall. (Gilbert DALGALIAN, 2000, p. 57)

Penaos e vez gwelet ar barregezhioù diwar Brogrammoù Ofissiel an Deskadurezh

Vroadel ewid ar c'hentañ derez (1995) ? Renket e vez ar programmoù e tri c'helc'hiad :

ar c'helc'hiad unan pe kelc'hiad an deskerezhioù kentañ (a zaou da pemp vle), ar

c'helc'hiad daou pe kelc'hiad an deskerezhioù bonel (a bemp da seizh vle) hag erfin ar

c'helc'hiad tri pe kelc'hiad an donnaadurioù (a eizh da zeg vle). Termenet e vez ur

varregezh vel un ollad renket hag urzhiet. Gwraet e vez an ollad-se diwar

c'houiziegezhioù, chemedoù, resonerezhioù ha strategiezhioù. Tri sort barregezh vez

termenet dre ar programmoù, da lâred eo ar barregezhioù war dachenn mestroniañ ar

yezh, ar barregezhioù dre zanvez vel ar matematikoù, hag ar barregezhioù a-dreuskis.

Penaos e vez urzhiet barregezh mestroniañ ar yezh e-keñver kelc'hiad an

deskerezhioù kentañ ? Ouzhpenn ma vez kavet daou bennad ewid deskiñ lenn skridoù

ha produiñ testennoù e vez roet ur plass bras awalc'h d'ar c'hehentadur ha da

gensavadur al lavar. Servijoud a ra ar c'hehentadur da gentañ da sokialekaad ar vugale.

Ur spass newez e vez ar skol hag ar c'hlass ewite. Ha nag a vugale tro-dro dehe !

Niverus e vez an etreweredoù etre ar skolidi ha red e vez delc'her kont dus reolennoù ar

skol. Da skwer, ne c'heller ket redeg er c'hlass pe ne c'heller ket ober ar bresel ged ur

bugel arall... Tamm ha tamm e vez desket penaos bewañ er c'hlass hag er skol e-pad

an diduadennoù mes iwe er c'harr-boutin ewid moned d'ar sal sport pe da lec'hioù arall.

Neuse e vez al lavar e kreis an oll stadiadoù ha servijoud a ra ar c'hehentadur da

frammata ar skolidi.

 

3 - Pleustr ar re eh eus anehe

 

a) Kelenn ha diwyezhegezh

 

Daoust hag eñv e vez kavet pleustradurioù pedagogel difer diwar lennegezh an

diwyezhegezh abred ? Termeniñ a ra Gilbert DALGALIAN (2000, p. 49) an dro-lavar

"U.T.L. (Utilisation Transdisciplinaire de la Langue)" ewid diorren ar barregezhioù biset

ged ur bugel diwyezheg. U.T.L. a vez pa vez implijet an eil yezh e-kerzh oberiantisoù

ewid tizhoud ur pal. Dre-se e vez implijet ar yezh vel ur benweg.

Neuse, pessort oberiantisoù e vehe possubl favorekaad ewid permetiñ U.T.L. Da

skwer, gouied a raer pegen pouesus e vez roll ar c'horf ewid an diorroadur bredlusker,

hag alesse da aessad tapoud al lavar. Neuse, kavoud a raer ged ar sport stadiadoù

e-lec'h ma vez possubl implijoud al lavar na boud ne vez ket ar pal deskiñ ur yezh.

Kavoud a raer iwe un neuz c'hoarius, ha ne chom ket mud ar vugale kenetrese. Ober a

ra ar c'hrouadur anaoudegezh ged bugale arall ha frammata a ra vel-se e bersonelezh

hag e emrenerezh. Dre-se e vez ar bugel war hent ar sokialekaad.

 

b) Deskerezh ar yezhoù estren

 

Tressiñ a ra Pierre MARTINEZ (1996, p. 43-85) ur gwel-meur eus ar

metodologiezhioù implijet e kelennerezh ar yezhoù estren. Labouret en deus diwar ur

c'horpus levrioù e-keñver deskerezh ar yezhoù estren. Kavoud a ra pemp maesienn

vetodologel, da lâred eo ar metodologiezhioù hengounel, an tostadur eeun, an tostadur

dre gomz, ar metodologiezhioù klewed ha gweled hag erfin an tostadur kehentiñ.

Ar metodologiezhioù-se a zo bet krouet ingal e-kerzh an ugentved kanvlead.

Diasezet e vez an oll vetodologiezhioù-se dreist-oll war batromoù damkanel tennet eus

ar yezhoniezh frammadurel pe eus bredoniezh ar vehavioristed. Dishañval e vez ar

palioù pedagogel mes implijet e vez kentoc'h ar gomz eged ar skridoù. Notañ a raer iwe

emdroadur statud an desker a-hed an ugentved kantvlead. Da skwer, roet e vez

tamm-ha-tamm muioc'h-mui a emrenerezh d'an deskerion. Ged-se e vez diskouezet ar

mestr vel ur patrom da zezrevell diwar an hentennoù hengounel. Er c'hontrel e vez an

desker vel oberour pennañ e zeskerezhioù e-keñver an hentennoù kehentiñ.

Diw hentenn zo interessussoc'h eged ar re all da ziorren, da lâred eo an

hentennoù klewed ha gweled hag an hentennoù kehentiñ.

Anavezet e vez mad awalc'h e Bro-Frañs an hentennoù klewed ha gweled. O

kavoud a raer dreist-oll etre mil naw c'hant hanter-kant ha mil naw c'hant deg ha

tri-ugent. Ar pal pedagogel a vez sevel ur c'hehentadur digor war ur pleustr sokial.

Ewid-se e vez implijet elfennoù diasez ar yezh. Tennet e vez ar patromoù dave eus ar

yezhoniezh frammadurel. Kemer a ra an hentennoù klewed ha gweled harp iwe war ur

pimpatrom stimulus / respont / kreñvadur vel ma vez diorroet ged SKINNER hag ar

vehavioristed. Neuse e vez savet an oberiantisoù war ul liamm etre ar soniad hag ar

skeudenn. Ewid-se e vez implijet benwegoù klewed ha gweled ha kenstadañ a raer

premedi ar gomz. An desker a vez an heni a chelaou, a adlâr hag a berc'henn elfennoù

yezhel diwar boelladennoù.

Abaoe mil naw c'hant deg ha tri-ugent e vez kenstadet diorroadur an hentennoù

kehentiñ. Liammet e vez an tostadur-se ged patromoù tennet ag ar sokiologiezh hag ag

an etnometodologiezh. Ar pal pedagogel a vez tapoud ur varregezh kehentiñ diwar

aktoù a lavar. Anavoud a raer vel-se skridoù John LANGSHAW AUSTIN (1970). Klask

a ra iwe ar metodologiezhioù kehentiñ favorikaad arc'hweloù al lavar. Neuse e vez an

desker e-kreis e zeskerezh e-unan. Deskiñ a ra kehentiñ en ur gehentiñ. Nawazh,

kenstadet e vez ged Pierre Martinez (1996, p.80) ur wanded vras. Ne c'hell ket an

tostadur kehenterezh kennig stadiadoù kenteliañ efedus ewid diorren just-awalc'h aktoù

a lavar hag arc'hweloù kehentiñ. Na boud e chom dedennus an tostadur kehenterezh ne

vez ket kenniget stadiadoù frammet mat, da lâred eo dedennus mes ket interessus.

 

c) Kelenn ar galleg vel ur yezh estren

 

Implijoud a ra Henri HAEFFELE ha Marlise WEISS daou sort pedagogiezh

pouesus diwar kelenn ar galleg vel ur yezh estren, da lâred eo pedagogiezh ar ragtress

ha pedagogiezh ar stadiad.

Pal pedagogiezh ar ragtress a vez lakaad ar vugale da labourad war un tem.

Produiñ un dra ressis en un amzer termenet eo he fal. Da skwer, menegomp un

diskouezadeg aoset ged bugale diwar un tem etresevenadurel. Mes, gelloud a ra ar

skoliataer delc'her kont ag an amzer ewid kass ur ragtress sort-se da bennvad. Ne faot

ket ma vo re hir paderezh ar ragtress ewid boud adas d'ar vugale. Daou vis d'ar muiañ

a seblant boud a-walc'h ewid bugale. Dreist-oll e vez red d'ar ragtress boud sevenadus.

Ne faot ket ma vo dreist-musul.

Ar bedagogiezh all deskrivet ged Henri HAEFFELE ha Marlise WEISS a vez

pedagogiezh ar stadiad. Kennig a raont un termenadur ewid geriañ ar ger stadiad en

ur c'henarroud-skol. Herweze e c'hell boud ar stadiad an dilessañ possubl. Adkavoud a

raer amañ an hentennoù diasezet war ar gomz diskrivet uhelloc'h ged Pierre

MARTINEZ. Kenkoulz-all e vez desverket ar stadiad vel un ollad etreweredoù etre ar

skoliad hag an endro fisikel ha denel e-lec'h ma vez é emdroiñ. Dre an endro fisikel e

vez komprenet an amzer, an egor hag an traesioù. Kompren a raer an etreweredoù vel

an darempredoù etre ar skoliad hag an endro fisikel ha denel.

Tu arall pedagogiezh ar stadiad a vez poues an traoù bewet. Daw e vez lakaad

dre gomz an traoù bewet-se ewid moned beteg ur sort meizadur, ewid troiñ an traoù

bewet da skiant-prenet. Neuse, ne c'hell ket deskiñ ur skoliad ur yezh newez heb boud

e stadiadoù a beb sort, pinvidig ha leun a ster.

Er framm deskerezh abred ar yezhoù e islinenn Louis PORCHER ha Dominique

GROUX (1998, p. 92-93) roll ar chelaou hag ar produiñ komzoù. E berr gomzoù, daw e

vez stummañ ar skouarn ewid diorren ar c’houestoni klewedel. Daw e vez d'an dafar

boud diles ha tost d'ar gomzerion c'henedig. Kavoud a raer neuse, e-mesk an dafar

choaset, kanaouennoù ha rimadelloù. Menegiñ a raer iwe plass ar varzhoniezh hag ar

c'hoariva. Adassaet e vez mad a-walc'h an oberiantisoù-se douzh ar vugale hag aes e

vez gwelet enne un neuz c'hoarius.

Diwar bedagogiezh ar stadiad o deus klasket Henri HAEFFELE ha Marlise WEISS

kavoud un argerzh pedagogel. Remerket o deus pewar zennad-hent. Da gentañ e vez

lakaet ar vugale en ur stadiad tost d'an traoù bewet hag a sinifi un dra bennag ewite.

A-c'houde e vez kavet ur prantad produiñ komzoù diwar an etreweredoù etre ar vugale

hag ar skoliataer. Goude-se c’hoazh e vez rekis frammata ar perzh a zo bet lâret diwar

al labour war ar c'heriaoueg hag an ereadurezh. Adlakaet e vez an elfennoù yezhel-se

e stadiadoù newez e-pad ar prantad diwezañ.

 

4 - Termenadur ar problematik

 

Lec'hiet eo ar studiadenn-se war dachenn an diwyezhegezh abred (beteg 7 vle)

vel ma vez gwraet er c'hlassoù diwyezheg e Breizh. Diwar al lennegezh a-zivoud

kelennadurezh ar yezhoù estren e vez kenstadet poues mestroniezh ar gomz e-mesk ar

palioù yezhel. Neuse, daw eo d'ar vrezhonegerion yaouank boud komzerion gouest da

broduiñ eskemmoù lavarel. Daw eo dehe perc'hennañ ar brezhoneg ha red e vez o

lakaad e stadiadoù kehentiñ e-lec'h ma o dez traoù da lâred hag a sinifi un dra bennag

ewite.

Gelloud a raer kavoud tri sort barregezhioù : ar varregezh kehentiñ, ar varregezh

testennel hag ar varregezh anavoudel. Un urzh zo ewid akuisitañ peb barregezh hag an

heni kentañ eo ar varregezh kehentiñ. Nawazh, dleoud a ra un argerzh pedagogel

moned heb gortos ag ar varregezh kehentiñ d'ar varregezh testennel da lâred eo

produiñ skridoù.

Neuse, pessort pleustradurioù pedagogel e vehe possubl sevel ewid delc'her kont

eus palioù ar stadiad kenteliañ ?

Palioù ar stadiad kenteliañ :

Ar stadiad kenteliañ a zle boud gouest : -a- da zistignañ etreweredoù dre gomz

etre ar vugale, -b- da sevel ul lavar bonel ewid dont fonnabl da voud gouest da gomz en

eil yezh desket, -c- da aessad an tremen trema ar produiñ ar skridoù,

Perzhioù ar stadiad kenteliañ :

Ar stadiad kenteliañ a zle : -d- boud an dilessañ possubl, -e- boud adassaet da

genarroud ar c'hlass, -f- dreist-wiriañ implij ar yezh desket hebkén, -g- boud c'hoarius

ewid respont da zoberioù ar vugale.

Pleustradurioù pedagogel efedus zo vel re a vez kavet ged ar sport pe ar c'hoariva

mes ne gavomp ket gete an oll boentoù termenet uhelloc'h. Nawazh, ema niverus an

oberourion é islinennañ ar pled ged an teknologiezhioù newez vel re an urzhiataerezh.

War a seblant, mar arsellomp peb poent termenet ar stadiad kenteliañ e c'hellomp posiñ

ar varseadenn pedagogel da heul :

Marseadenn bedagogel olleg : an urzhiataeraezh a c'hellehe kennig stadiadoù

kenteliañ interessus ewid diorren barregezhioù kehentiñ ged ar vugale.

Neuse, klask a raimp gouied pessort teorioù ar c'hehentadur a c'hellehe hon

sikour ewid ressissad ar varseadenn-se. Pergen, en em c'houlenn a raimp petra a

c'hellehe degass teorioù ar c'hehentadur, an etreweredouriezh hag ar studiadennoù war

ar prezegañ hag ar c'haoseadennoù.

Marseadenn bedagogel niverenn unan : an urzhiataeraezh a c'hellehe dreist-

wiriañ ged ar skolidi oberiantisoù troet trema ar c'henober, an ober hag ar c'hehentiñ.

Diwar ar varseadenn niverenn unan, pessort moianoù urzhiataerezh e vehe

possubl implijoud ewid aessad diorroadur al lavar dre gomz. Dre ar ger moianoù e vez

red kompren ar benwegoù urzhiataerezh, mes iwe frammatadur ar stadiad kenteliañ hag

an argerzh pedagogel. Neuse, pa vez savet programmoù urzhiataerezh ewid deskiñ

brezhoneg e tleer prederiañ war an teir ment-se.

Marseadenn bedagogel niverenn daou : meizadurezh ar moianoù urzhiataerezh

ewid deskiñ brezhoneg a zlehe prederiañ war deir ment : frammatadur ar stadiad

kenteliañ, an argezh pedagogel ha meizadurezh an etrefass bugale-urzhiataer.

Renket eo bet ar benwegoù urzhiataerezh e tri fennad : al lojikielloù deskiñ, al

lojikielloù talvoudustedel hag ar benwegoù a za ag an speredegezh artifissiel. Ar

benwegoù urzhiataerezh vo studiet herwez framm ar stadiad kenteliañ hag an argerzh

pedagogel. Dre vras, klask a raio ar studiadenn-se dre he zostadur en em lec'hiañ war

dachenn ar c'hwelaosouriezh.

LENNADUREZH

 

AFNOR, [1991], Définition de critères ergonomiques d’évaluation des interfaces

homme-ordinateur, norme Z-67-133-1, Association Française de Normalisation.

AUSTIN, John Langshaw, [1970], Quand dire, c’est faire, Paris, Seuil, 203 p.

BROUDIC, Fañch, [1999], Les jeunes et la langue bretonne au XXe siècle: une

évolution en deux temps et demi, p. 179-192, in FAVEREAU, Francis, [1999], Le

bilinguisme précoce en Bretagne, en pays celtiques et en Europe Atlantique, Klask,

Levrenn 5, Rennes, Presses Universitaire de Rennes, 317p.

BOSSUET, Gérard, [1982], L’ordinateur à l’école, Paris, Presse Universitaires de

France, 236p.

BULLETIN OFFICIEL, Ministère de l’Education Nationale et du Ministère de la

Recherche [2000], Brevet informatique et Internet (B2i) école - collège, n° 42 du 23

novembre.

COHEN, Rachel, [1992], Quand l’ordinateur parle..., Paris, Presse Universitaires de

France, 243p.

DALGALIAN, Gilbert, [2000], Enfances plurilingues, témoignage pour une éducation

bilingue et plurilingue, Paris, L'Harmattan, 169p.

DEVAUCHELLE, Bruno, [1999], Multimédiatiser l'école ?, Paris, Hachette Livre,

Hachette Education, 175p.

DIWAN, [1988], Quelle école pour la bretagne? peseurt skol evit Breizh ? Actes du

colloque sur le bilinguisme en Europe, Diwan - Institut Culturel de Bretagne - Skol-Uhel

ar Vro, 254p.

DUFOYER, J.P. (1989) : Un protocole d’évaluation ergonomique et pédagogique des

didactitiels, in L’ergonomie de conception, Véronique De Keyser et Agnès Van Daele

(éds.), Bruxelle, De Boeck Université.

FAVEREAU, Francis, [1992], Dictionnaire du breton contemporain, Morlaix, Skol Vreizh,

1357p.

GOFFMAN, Erving, [1988], Les moments et leurs hommes, Paris, Seuil, 252 p.

GOURMELON, Hervé, MERCIER, Guy, MESSAGER, Jean-Pierre, SIROUX, Jacques

[1999], Synthèse vocale en breton, 125-138p., in FAVEREAU, Francis, [1999], Le

bilinguisme précoce en Bretagne, en pays celtiques et en Europe Atlantique, Klask,

Levrenn 5, Rennes, Presses Universitaire de Rennes, 317p.

GUY, Etienne, [1983], Geriadur ar bredelfennerezh, Kintin, Preder, 384p.

GUY, Etienne, [1995], Geriadur ar stlenneg, Kintin, Preder, 582p.

HAEFFELE, Henri, WEISS, Marlise, [1996], L'enseignement du français aux enfants

d'origine étrangère, CEFISEM, CRDP d'Alsace, 194p.

HAGEGE, Claude, [1996], L'enfant aux deux langues, Paris, Odile Jacob, 298p.

HEMON, Roparz, [1984], Dictionnaire Français Breton, Brest, Al Liamm, 837p.

HEMON, Roparz, [1985], Dictionnaire Breton Français, Brest, Al Liamm, 837p.

IMBOURC'H, (1980), Geriadur ar brezhoneg arnevez.

JAKOBSON, Roman, [1963], Essais de linguistique général, Paris, Les Editions de

Minuit, 259p.

LIETTI, Anna, [1994], Pour une éducation bilingue, Paris, Petite Bibliothèque Payot,

204p.

McLUHAN, Marshall, [1968], Pour comprendre les médias, Paris, Seuil, 390p.

MARIANI, Joseph, [1985, octobre], La reconnaissance de la parole, La Recherche,

119-147p., in La recherche en intelligence artificielle, Evreux, Edition du Seuil, La

recherche, 373 p.

MARTINEZ, Pierre, [1996], La didactique des langues étrangères, Paris, Que-sais-je ?

Presse Universitaire de France, 126p.

MINISTERE DE L'EDUCATION NATIONALE, DIRECTION DES ECOLES, [1995],

Programmes de l'école primaire, Paris, Centre National de Documentation Pédagogique

& Savoir Livre, 123p.

PAPERT,Seymour, [1994], L'enfant et la machine à connaître. Repenser l'école à l'ère

de l'ordinateur, Paris, Dunod, p.

PIAGET, Jean (1966), La psychologie de l’enfant, Paris, Que-sais-je ? Presses

Universitaires de France, 128 p.

PICARD, Muriel, BRAUN, Gilles, [1987], Les logiciels éducatifs, Paris, Que-sais-je ?

Presse Universitaire de France, 127p.

PICOCHE, Jacqueline (1971), Nouveau dictionnaire etymologique du français,

Hachette-Tchou.

PIERREL, Jean-Marie, CARBONELL, Noëlle, [1993], vers des dialogues oraux naturels

homme-machine, CRIN-INRIA Lorraine, 213-243p., in SPERANDIO, Jean-Claude,

L’ergonomie dans la conception des projets informatiques, Toulouse, Octares, 479p.

PORCHER, Louis, GROUX, Dominique, [1998], L'apprentissage précoce des langues,

Paris, Que-sais-je ? Presse Universitaire de France, 126p.

RIVIÈRE, Philippe, (1998), Les sirènes du multimédia à l’école, Le Monde Diplomatique,

avril 1998, n° 529, p.21.

SALEMBIER, P., CLAES,G., OUNIS, O., RAZOARIVELO, Z., SRIDHARAN, M.S. (1989)

: Autoformation, EIAO et ergonomie : un exemple de conception, in L’ergonomie de

conception, Véronique De Keyser et Agnès Van Daele (éds.), Bruxelle, De Boeck

Université.

SCHOTT-BOURGET, Véronique, [1994], Approches de la linguistique, Paris,

Nathan, 128p.

SIMONPOLI, Jean-François, [1995], Ateliers de langage pour l'école maternelle, Paris,

Hachette Èducation, 223p.

SPERANDIO, Jean-Claude, [1983], L'ergonomie du travail mental, Paris, Masson, 137p.

VALENTIN, Annette, LUCONGSANG, Raymond [1987], L’ergonomie des logiciels,

Montrouge, Agence Nationale pour l’amélioration des conditions de travail, 118p.

VION, Robert, [2000], La communication verbale, Analyse des Interactions, Paris,

Hachette, 302p.

 

 

Michel Mermet

Degemer