DARK VADOR

Bras-tre eo Dark Vador : daou vetr a uhelded ha gwisket du vel ur soudard pe an Ankoù.

Stourm a ra ged an Impalàer ewid distrujiñ ar marc'heion Jedi.

Labourad a ra ive ged ar Moff Tarkin Bras ewid sevel ar Gentañ Steredenn zu.

 

 

 

Nawazh, kuzhet a-dreñv e harnes e chom Anakin Skywalker ur gouron. Gwezharall e vese gwraet an Aotron Du anehoñ.

 

 

Bleinet en doa Anakin Skywalker kirri-nij bresel ewid ar Republik gozh. Mes, fall stummet e oa bet ged e vestr bresel, Obi-Wan Kenobi. Neuse e taas da voud un den newez : Dark Vador.

 

Soudarded Dark Vador

Luk Skywalker

 

 

Mes ur mab en doa Dark Vador, Luk e hanw . Neuse en doa klasket Dark Vador dedenniñ e vab ewid stourmiñ àr-un-dro getoñ. Boud mestr ar steredeg a oa e bal.

Dre chañs en doa Luk gellet tenerraad kalon e dad. Neuse e oa daet Dark Vador da voud un den mad arre, ha eñv a lazhas an Impalàer. Mes gloaset e oa bet ha eñv a varwas etre diwvrec'h e vab.

 

 

Degemer

En-dro