Rimadelloù

 

#1 Petra a ra ma dorn ?

#2 Ar bis meud

#3 Tan tan

#4 Ma c'honifl vihan

#5 Maligorn bihan

6 Ma bis bihan

#7 Setu ma dorn

#8 Morzholig ar laoù

Petra a ra ma dorn ? 

 

 

 

 

Petra a ra ma dorn ?

Flouriñ a ra, flour eo, flour eo, flour eo ...

Krabissad a ra, kr, kr, kr ...

Kigniñ a ra, k, k, k ...

Piñsiñ a ra, aioù, aioù, aioù ...

Nigenniñ a ra, gili gili gili ...

Skoiñ a ra, dao, dao, dao ...

Lâred a ra kenavo.

Ha moned a ra kuit !

Ar bis meud

 

Bis meud e-menn eh oc'h ?

Didrous eh on é kousked.

Bis meud e-menn eh oc'h ?

Didrous eh on é kousked.

Bis meud e-menn eh oc'h ?

Setu me !!!

 

Stumm arall

Bis-meud, e-menn eh oc'h ?

Em gwele, didrous é kousked.

Bis-meus, e-menn eh oc'h ?

Em gwele, didrous é kousked.

Bis-meud, e-menn eh oc'h ?

Em gwele ' oan mes setu-me !!!

Tan tan

 

 

Tan, tan, bu, bu, tan

Krog 'an tan ba Mousterian

'Barzh ar gegin hag er sal

Krog 'an tan 'barzh chiminal.

Unan, daou, tri.

Ma c'honifl vihan

 (Ma lapin bihan ... e-hunan)

 

 

 

Ma c'honifl vihan a zo trist spontus

Rag ne c'hell ket mui dañsal he-hunan.

Sailh' ha sailh' ha sailh'

Ma c'honifl vihan

Ha kerzhit buan da vokad d'unan...

 

Ar maligorn

 

Maligorn bihan

e toug àr e gein

e grogenn vihan.

Kentizh ma ra glaw

laouen vel an deiz

setu e benn

 

Ma bis bihan

Ma bis bihan 'deus lâret din

"Mall eo mont da gousked !"

med unan tew 'deus respontet

"ta ta ta ! Re abred eo !

Da gousked ! Da gousked ! ta ta ta !"

Ma mamm he deus lakaet ahanon ba'm gwele. He he !

Ha ne vez ket klewet trous ebed kén...

Setu ma dorn

Setu ma dorn

Setu ma femp bis /fempis/

Bis bihan, kerzhit d'ar gêr /tardjér/

Bis bisoù

Bis konan

Ha c'hwi, lakait ho fri ase !

Morzholig ar laoù

 

Bisig bihan

Bisig bisoù

Bisig konan

Astellig ar youd

Ha morzholig ar laoù, ar laoù, ar laoù

 

Degemer

Taolenn