Mare ar C'halianed.

Ar Gelted é toned d'an Arvorig.

Annezet e oa bet an Arvorig ged ar Gelted

adaleg an eizhved kanvlead kent JK.

 

Aes e oa bet aloubiñ ar vro

dre ma oa ar Gelted barrekoc'h

eged tud ar vro

war veur a deknik

(armoù-houarn,marc'hegiezh) .

 

Pemp keoded pe stad a oa en Arvorig en eilved kantvlead kent JK :

re an Osismied, ar Goriosolited, ar Riedoned, an Namneted

hag ar Weneted (kêr-benn : Darioritum).

Neuzioù sevenadur ar C'halianed.

Savet e vese an annez ged danvez bresk (koad, pri). Kavet ez eus bet savaduriou kelc'hieg e Pluwigner.

 

An ekonomiezh : gounidet e vese ed ha dessavet moc'h,deñved ha saout .

Mistri e oa ar C'halianed war labour al ler hag ar c'hoad.

Gouied a raent ober armoù-houarn, brawigoù

ha podoù-pri.

 

Ar gevredigezh.

Frammet e oa ar Gelted e meuriadoù rannet e klanioù.

Enne e oa drouided, breselourion, krouerion dibar, tud frank ha sklaved.

An drouided a vese war-un-dro beleion, barnerion ha kelennerion.

 

 

skrivet ged Yann Tatibouet

Degemer

Taolenn