An dinosaored

Petra a sinifi ar ger "dinosaor" ? Krouet eo bet ged ur gouiañsour saos Richard Owen e 1841 (triwec'h kant unan ha daou ugent). Ar ger-se a zo bet savet diwar ar gressianeg "deinos"/euzhus ha "saura"/glasard. son29.wav

Servijoud a ra ewid enwel loened na chom anehe namaed fossiloù. Rag an dinosaored a vewe pell zo pell zo : ar re ziwezañ anehe a zo aet da get war-dro pemp milion a vleoù ha tri-ugent zo. son30.wav

An dinosaored a oa loened-stlej. Na boud e hentent dourioù al lennoù sklad e oant e gwirionez loened-douar. Analiñ a raent neuse en aer digor ged skevent. An dinosaored o devoa ur fesson dibar da gerzhed rag o isili a oa a-serzh douzh o c'horfoù. son31.wav

Ar brontosaored

(gressianeg : "brontê"/gurun ha "sauna"/glasard)

Ar brontosaored a zebre plantaj-dour er gwernioù bras hag ec'hon. Ugent metr a hirded a raent ha pouesiñ a raent pemp tonenn ha tregont. Dozwiñ a rae ar brontosaored uioù ewid produiñ re-vihan. Hirded un ui a oa etre ugent ha tregont santimetr. son32.wav

 

 An diplodokus

An diplodokus zo unan ag ar brassañ dinosaored anavezet. E c'houzoug a rae eizh metr a hirded, e gorf pemp metr hag e lost beteg pewarzeg metr. Nawazh e oa un aneval skañv ewid e vent : ne bouese namaed un deg tonenn bennag. Re vihan e oa e zent ewid chaokad e voued, a zlehe neuse loñkiñ rag-eeun. son33.wav

 

An tiranosaor

Ar brassañ loen-douar debrer-kig a voe an tiranosaor a-oll-viskoazh. Gelloud a rae tizhoud pemzeg metr a hirded, c'hwec'h metr a uhelded ha pouesiñ a rae seizh tonenn. son34.wav

 

Ar fossilisadur

 Skeledenn ul loen n'en devez ket kalz a chañs d'en em viroud a-hed an amzer. Ewid en em fossilisañ, da lâred eo ewid dont da voud maenel, e tle boud gwarezet douzh efedoù kimïeg an endro. Da skwer, an dour a vez techet da lakaad elfenn vaenel an askorn da steuziañ. Da heul e c'hell ar mikro-boudoù bew distrujiñ e danvezenn organeg. son35.wav

En-eneb, un tempest traezh a c'hell goloiñ relegenn ul loen. Pe c'hoazh, pa zic'hlann ur stêr e c'hell boud kasset ar relegoù beteg ar mor ha boud goloet ged lec'hid ; ha c'hoazh iwe e c'hell ul loen boud endouaret en ur c'heun pe un dachenn brieg. son36.wav

Ur wezh goloet ar relegenn, e tro tamm-ha-tamm al lec'hid da zouar kaled, hag intret e vez an eskern a zo ennoñ ged materi maenekaus. son37.wav

Degemer

Taolenn