Koskoriad an heol

E-pad pell amzer o doa kredet an dud gouizieg en Europa e oa an douar e-kreis ar bed. son38.wav

 

Galile

Tri den nawazh o doa komprenet e oa an douar hag ar pladennoù-arall é troiñ en-dro d'an heol, ha se adaleg ar c'hwe-zegved kantvlead. son39.wav

Ar Polonad Kopernik, an Italian Galile hag an Alaman Kepler e oa an tri-se. son40.wav

Disoloet o doa koskoriad an heol. son41.wav

koskoriad an heol

Mes perag ema ar pladennoù é troiñ en-dro d'an heol ? son42.wav

A-gaos da lesenn ar gravitadur. Evel-se ema korfet koskoriad an heol gant naw flanedenn é troiñ en-dro d'un astr. son43.wav

Merc'her, Gwener, Douar, Meurzh, Yaou, Sadorn, Ouran, Neizhan, Ploudon eo an naw flanedenn-se.  son44.wav

 

Meurzh

 

 

Ur pikol steredenn eo an heol gant 1,4 milion kilometr-treus. Alies e ver keñveriet an heol douzh ur vombenn derc'hanel kemend a energiezh a achap anehi bemdez. son45.wav

Ar gouloù, an tommder a za ag an energiezh-se. son46.wav

Ar steredenn Heol

Hent Sant-Jakes

Mes koskoriad an heol a dro e-hunan ive tro-dro da greis Hent Sant-Jakes. Ur steredeg a vez gwraet gant 150 miliard a steredenn ! Nawazh ema c'hoazh Hent Sant-jakes ur c'hreunenn er skeul ar bed bras. son47.wav

 

 

Degemer

Taolenn