Pokemon

Ur c'hoari newez war Game Boy eo Pokemon. Ged ar Pokemoned e c'helloc'h disoloiñ ur bed a faltasi a zo hañval douzh hon heni-ni, mes poblet ged an tudennoù-se. Red eo vo deoc'h seveniñ ur gevredi : dont da voud ar gwellañ gourdoner Pokemoned er bed. Ewid tizhoud ar pal-se, ema simpl-tre ar reolenn : red e vez tapoud, gourdoniñ, dastumata hag eskemmañ Pokemoned.

Mad, mes petra eo ur Pokemon ?

 Squirle

Ur "pocket monster" eo ur Pokemon, da lâroud eo un "eurzhvil sakod". Ar Pokemoned zo krouadenned a vew e-mesk ar geot, ar bodoù, ar c'hoadoù, ar mougewioù, al lennaouier. Kant hanter-c'hant sort zo anezhe. Lod anezhe zo dibaot bras ha lod zo diaes-tre da dapoud. Peb unan anezhe zo dibar ha peb unan en deus e garakter.

Ha perag e vez daw tapoud anezhe ?

Red e vez o zapoud rag ar re a vez tapet genoc'h a ro deoc'h ar bossupted da bilad ar c'hourdonerion-all. Ar re-mañ a c'hell sikour ahanoc'h da dapoud ar Pokemoned gouez. Red e vez deoc'h neuse gourdoniñ ho Pokemoned ewid dont da voud ar gwellañ gourdoner Pokemoned er bed.

Gyrados

Petra ? Ne vez ket achu pa vezont tapet ?
 

 

 

Poliwag

Nann, ne ra ar c'hoari namaed krogiñ ! Goude boud tapet Pokemoned e vez daw deoc'h o gourdoniñ. Gourdonet e vezont dre aosiñ matchoù douzh Pokemoned arall pe douzh gourdonerion arall. Seul vui ma vezont gourdonet, seul greñvoc'h e taont da voud. Neuse e c'hellont emdroiñ (chañch stumm), deskiñ fessonoù newez da argadiñ ha vel-se kaoud muioc'h a c'halloud. Ha peogwir ez eus kant hanter-kant anezhe e vez daw o dastumata !

 

 

 

Degemer

Taolenn