Chelaouit mat, ar re vras hag ar re vunud !

Chelaouit mat douzh istoer ar gorriganed.

Bewiñ a ra ar gorriganed

àr ar Mane Gwenn, kumun Gwennin, e Bro-Gwened.

Kuzhet e vezont un tammig e peb lec'h.

Un daol vaen.

Bihan eo ar gorriganed. Farsourion int.

Gwisket e vezont ged del ha raden.

Tokoù ruz a vez gete war o fennoù.

 

 

 

 

 

Diaes e vez o gweled

rag doned a raont er-maes

e-pad an nos hebkén.

En un toull

edan MAEN AR SAKRIFIS

ema o zi !!

E-pad an deiz e vez leuniet an daol vaen

ged an dour glaw.

Mes, e-pad an nos,

e ta an dour da voud GWAD ...

 

 

Tro an nos e tañs ar gorriganed

tro-dro da VAEN AR SAKRIFIS.

Plijoud a ra dehe

kanal o c'hanaouenn strobinellus :

"Dilun, dimeurzh, dimerc'her ..."

 Tro an nos

e tro hag e tistro mein ponner ar Mane Gwenn.

Ha tamm ha tamm...petra ? petra ?

Tamm-ha-tamm e ta àr-wel

teñzor ar gorriganed !

Ya, rag un teñzor o deus,

mes un teñzor traoù laeret !

Bemnos e kerzh sioulig ar gorriganed

beteg ur gêr bennag.

Laerezh a raont eno an traoù lugernus :

bisoù, argant ha lunedoù zokén.

 

Degemer

Ar gorriganed