Kevredigezh Tremenvoe| Sant Gwigner |

Kelc'hiad unan

Disoloiñ ar bed

 

Ur bugel a zle :

- anavoud anadadurioù ar vuhez loenel ha strujel ;

- implijoud dafaroù boutin, traësoù teknikel simpl, teknikoù oberiata elfennel ;

- ober ewezhiadennoù diwar-benn perzhioù an traësoù, an danvezioù (chañchamant stad ...).

E kelc'hiad an deskerezhioù kentañ, e vez prientet an deskerezhioù da heul en istoer hag en douaroniezh ged oberiantisoù diwar an egor hag an amzer buhezet ged ar bugel e amveziadoù ar vuhez pemdezieg.

Ar barregezhioù gortoset war an dachenn-se zo neuse ar re bet termenet er pennad a-zivoud ar barregezhioù a-dreuskis, ewid kensevel meiziadoù bonel an egor hag an amzer.

 

Kelc'hiad daou

Disoloiñ ar bed

 

E fin kelc'hiad an deskerezhioù bonel en devo ar bugel un nebeud anaoudegezhioù ressis a-zivoud ar fesson ma ya e gorf en-dro :

- roll hag arc'hweladur an organoù, geriaoueg simpl mes ressis, dreist-oll war dachenn an anatomiezh ... ;

- reolennoù yec'hedoni ;

- anadadurioù ar vuhez loenel ha strujel : red e vo dezhañ da skwer anavezoud an doareoù en em ziblass ( ar c'herzhed, an neuñvial, an nijal ...), an doareoù en em vagañ (debrer-kig, debrer-geot ...).

Ar bugel a zle boud barreg da arselloud, da glassañ, da geñveriañ elfennoù ag ar bed loenel, strujel ha maenel (arsellerezh padus ul loen nes er c'hlass, keñveriañ perzhioù fisikel un nebeud dafaroù ...).

Eñv a zle boud barreg :

- da implijoud traësoù teknikel simpl (ardivink foto ...) ha mar be tro, ged sikour ar mestr-skol, un urzhiataer ;

- da vontañ ha da zivontañ traësoù teknikel simpl (c'hoarielloù) ;

- da zec'hmegañ ged sikour ar mestr-skol ha da gensevel traësoù teknikel simpl.